degemer

An Taol-Lañs a zo ur genskrivadeg sonerezh breizhat a-vremañ,
digor d'an holl !

Ar bloaz-mañ e vo an Taol-Lañs d'an 2 a viz Mezheven, e bourc'h Speied !

wanted

Sonerien, kanerien Rock, Rap, pe Folk o klask kaout brud ? Lakait hoc'h anv, (enskrivadur betek an 22 a viz ebrel), ha gounezit ur sonadeg war leurenn an Erer Kozh, enrolladur ho kanaouennoù en ur studio digoust ...

Vous jouez du Rock, du Rap, du Folk, et vous cherchez à vous faire connaître ? Inscrivez-vous au Taol-Lañs et soyez à l'affiche des Vieilles Charrues 2012, gagnez aussi un enregistrement de vos chansons en studio ! Vous avez jusqu'au 22 avril !

Règlement et inscription ici

Ar bloaz tremenet eo aet ar maout gant Lunch Noazh !

lunch

Gourc'hemennoù !

Listennad ar prizhioù all :

- Priz an Dazont : RHAPSOLDYA
- Priz ar Brezhoneg : LOEIZA BEAUVIR & FRED BOUDINEAU
- Priz an Arvesterien : BURTUL


Petra eo an taol-lañs ?

skritelAbaoe c'hwec'h bloaz e vez aozet an Taol-Lañs (ur genskrivadeg sonerezh breizhat modern), gant strollad Dazont ar Yezh ha Diwanet. An Taol-Lañs zo bet krouet evit brudañ ar c’hanaouennoù savet e brezhoneg. E 2007 eo aet ar maout gant Iwan B, kaner Rap e brezhoneg, ar bloaz goude eo bet trec'h ar strollad Gimol Dru Band, sonerezh Dru gante (Rock'n'roll Rap Funky). E 2009 eo bet gounezet ar priz gant ar strollad Egin, sonerien Folk-Harmonica, e 2010 gant paotred Rock'n'diroll (Rock-Reggae), hag ar bloaz tremenet gant ar strollad Lunch Noazh.

Ar strollad aet ar priz kentañ gantañ (trofe Lanig Kervareg) en do digarez da gemer perzh e meur a ouel e Breizh, kejañ gant tud a-vicher, hag all ...

Prizet e vo ar yezh gant Priz ar Brezhoneg.

Qu'est ce que le "Taol-lañs" ?

Le Taol-lañs a été créé il y a 5 ans par l'équipe de l'association Dazont ar yezh et Diwanet. C'est un tremplin de musique actuelle en breton qui a pour but de privilégier et promouvoir la création musicale en langue bretonne. Le lauréat du tremplin se verra remettre le prix Lanig Kervareg et le groupe sera invité à se produire durant différents Festivals en Bretagne (Vieilles Charrues, Fillets Bleus ...). Trois journées de studio lui seront offertes pour enregistrer une maquette de CD.

Les gagnants

2007 : IwanB
2008 : Gimol Dru Band
2009 : Egin
2010 : Rock'n'Diroll
2011 : Lunch Noazh

Nevez !

egin

Sonadeg Egin er Rouejoù Glas

Roll an daou zevezh

D'ar sadorn noz e krog ar gouel gant an Taol-Lañs, adalek 8 eur, e kreiz bourc'h Speied. War dro kreiz-noz e vo roet an disoc'hoù hag ar priz gant tud ar juri. Un dachenn gampiñ a vo da zigemer an holl, nepell eus tachenn ar gouel.

D'ar sul vintin e vo ar genskrivadeg dañs, "marche", ha war-lerc'h lein e vo tro an dreujenn-gaol hag an akordeoñs da gonkouriñ. An abadennoù 'se a vo e lec'hioù disheñvel er vourc'h (tavarn, presbital ...). Ur genskrivadeg Gouren mod kozh a vo aozet ivez e-kerzh an devezh. Kinniget e vo ur pred da greisteiz, digor d'an holl. Disoc'hoù ar genskrivadeg sonerezh hengounel a vo roet da 8 eur noz.

Setu amañ "Myspace" ar strolladoù gounezet gante an taol-lañs :

http://www.myspace.com/iwanb

http://www.myspace.com/gimoldruband

http://www.myspace.com/eginbzh

 


 

gimol
Kaou, kaner Gimol Dru Band.

Gant piv ez eo aet ar maout e 2011 ?

Kentañ priz, priz Lanig Kervareg : Lunch Noazh

facebook

Emañ ivez an Taol-lañs war Facebook, kinnigit ar bajenn-mañ d'ho mignoned !

> Pajenn an Taol-Lañs